Vertuz kristen
Neuz


Ar vertuzioù kristen a zo teir anezho : ar Feiz , an Esperañs hag ar Garitez. Er gelennadurezh kristen, ar vertuzioù-mañ a vez anavezet doueoniel theologicae, diwar ar gresianeg θεός, "Doue" ha λόγος, "ger".
Kas a reont buhez mab-den war-zu Doue, dre e c'hras hepken e c'hell bezañ roet. Hervez sant Paol, « ar brasa eus ar vertuziou eo ar garantez ». Teir ensiklik nevez a denn d'ar vertuzioù doueoniel : Deus Caritas Est (Doue a zo karantez, e 2005) ha Spe Salvi (salvet gant ar spi, 2007), skrivet gant ar pab Benead XVI, ha Lumen Fidei (sklerijenn ar feiz, 2013), embannet gant ar pab Frañsez.