Nom (Henegipt)
| Pennad lodek eus Lec'hioù Henegipt |
| Lec'hioù |
|---|
| Nomoù / Kêrioù |
| Monumantoù / Temploù |
| Takadoù bro |
| Goueled Egipt / Kreiz Egipt |
| Gorre Egipt / Nubia |
| Lec'hiadur |
Bez' e oa an Nomoù (eus ar gresianeg νομοι, nomoi, a dalvez rann, distrig; sepat e demoteg), rannoù melestradurel a veze lodennet Egipt ganto en Henamzer. Ar c'hentañ rann velestradurel a oa ar vevenn a oa daouhanteret Egipt drezi etre Gorre Egipt ha Goueled Egipt. Bep a gêr-benn ha bep a arouez a oa gant an nomoù. Etre eizh nom ha tregont ha daou nom ha daou-ugent zo bet hervez ar mareoù. E-pad ar marevezh ptolemaek ha roman e teuas an nomoù da vezañ rannvroioù melestradurel.
Meret e veze an nomoù e anv ar Faraon gant gouarnerien a veze graet nomarked anezho.
Evit doare eo ken kozh rannadur Egipt e nomoù hag ar marevezh rakktierniezh (e-tro an XXXIIl kantved kt JK). E penn-kentañ e oa eus an nomoù-se keodedoù-Stad bet unvanet tamm-ha-tamm. Gant Menes e voe peurechuet unvanidigezh an nomoù.
Ouzhpenn padout a-hed 3000 vloaz eo chomet stabil a-walc'h anvioù, niver, urzh ha gorread an nomoù. Lod, evel Xois en delta, pe Khent e Gorre Egipt a gaver meneget o anv war maen Palermo bet engravet e-pad ar Vvet tierniezh. Re all, evel Bubastis, zo bet savet da vare ar Rouantelezh Nevez. Renet o deus ar pep brasañ eus faraoned Egipt war 42 nom.
Ugent nom a oa e Goueled Egipt, kreizennet gant Mimfis, kêr-benn ar Rouantelezh kozh. Heuliañ a ra an niveradur red an Nil; gant nomoù ar reter emañ ar sifroù brasañ.
Daou nom war-ugent a oa e Gorre Egipt. Heuliañ a rae an niveradur anezho red an Nil ivez.
An Nomarked
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E penn pep nom e oa un Nomark. Peuliesañ e vezed nomark dre hêrezh met gallout a rae ar faraon envel unan bennak war ar garg. Pa oa kreñv ar galloud kreiz eo ar faraon hollc'halloudus a zibabe an nomarked peurliesañ. Pa veze gwanoc'h ar galloud (e-pad an aloubadegoù pe pa oa brezelioù diabarzh, peurgetket) en em aoze an nomoù o-unan hag e tape ar vibien lec'h o zadoù. Ingal e veze tabutoù etre breudeur evit an hêrezh e-pad ar Marevezh Etre kentañ, mare ma oa gwanaet ar galloud kreiz, dreist-holl etre ar VIvet hag an XIvet Tierniezh.
Treuzvevañs an nomoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Miret eo bet framm an nomoù a-hed ar marevezh ptolemaek tre betek mare ar Romaned. Dindan beli ar Romaned e veze skoet moneiz gant nomoù zo : ar "pezhioù nomek". Miret o deus an nomoù o fouez melestradurel evel unanenn diazez ar vro betek adframmadur klok ar vurokratelezh dindan ren Diokletian ha Kustentin Iañ.
E -307 eo bet erlec'hiet an nomoù gant pouioù (pagi) gouarnet gant ur Pouier (pagark). Ne'z ae ket e roll pelloc'h eget hini un dastumer tailhoù ha pennlusker an armeoù lec'hel. Peurliesañ e oa eus ar baouierien perc'henned pinvidik a oa mestr war ar paou renet ganto dre ar galloud hag an arc'hant.

n° |
Anv an nom |
Anv egiptek |
anv gresianek |
Anv a-vremañ |
|---|---|---|---|---|
1 |
Ar ramparzh gwenn |
Ineb Hedj/Men-nefer |
||
2 |
Ar vorzhed |
|||
3 |
Ar c'hornôg |
|||
4 |
Neith ar su (pal ar su) |
|||
5 |
Neith an norzh (pal an norzh) |
|||
6 |
Tarv ar menez (tarv an dezerzh) |
|||
7 |
Treant ar c'huzh-heol |
|||
8 |
Treant ar sav-heol |
|||
9 |
Andjty (ar gwarezer) |
|||
10 |
Ar mell tarv du |
|||
11 |
An Tarv kontet (an tarv en e lurelloù) |
|||
12 |
Al Leue sakr (leue ar vuoc'h) |
|||
13 |
An aotrou bagol (ar piler) |
|||
14 |
Ar stalenn reterel (beg ar sav-heol) |
|||
15 |
An Ibis |
|||
16 |
An Delfin (ar silur) |
|||
17 |
An Tron (ar santual) |
|||
18 |
Ar bugel roueel uhelañ |
|||
19 |
Ar bugel roueel izelañ |
|||
20 |
Ar sav-heol (ar falc'hun balzameget) |
n° |
Anv an nom |
Anv egiptek |
Anv gresianek |
Anv a-vremañ |
|---|---|---|---|---|
1 |
Bro ar wareg (douar Setet) |
|||
2 |
Tron Horus |
|||
3 |
Ar plouezad (an div bluenn) |
|||
4 |
Ar vazh-roue |
|||
5 |
An daou sparfell |
|||
6 |
Ar c'hrokodil |
|||
7 |
Ar sistr (benveg seniñ) |
|||
8 |
An douar bras (relegouer Osiris) |
|||
9 |
Minou (foeltr Min) |
|||
10 |
Ar C'hobra (an naer) |
|||
11 |
Loen Seth (Al levran) |
|||
12 |
Menez an Naer |
|||
13 |
Ar Greunadour (An terebint) uhelañ |
|||
14 |
Ar Greunadour (An terebint) izelañ |
|||
15 |
Ar C'had |
|||
16 |
An Oryks (ar c'hazelenn) |
|||
17 |
Ar C'hi du (an aourgi) |
|||
18 |
Falc'hun e skilfoù dispak (ar sparfell nij) |
|||
19 |
Ar vazh-roue c'hlann (ar eil bazh-roue) |
|||
20 |
Al lore roz uhelañ |
|||
21 |
Al lore roz izelañ |
Krokodilopolis (ha goude Arsinoe) |
||
22 |
Ar gontell |
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Alan K. Bowman (1990) Egypt After the Pharaohs, Oxford University Press.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) An nomoù
| Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |
