Mont d’an endalc’had

Nazisploitation

Eus Wikipedia
Skritell ar film Ilsa – She wolf of the SS (1975)

An nazisploitation, nazi exploitation pe nazi porn zo un doare filmoù kemmesk etre filmoù istorel, filmoù spont, filmoù gwadus ha filmoù erotek, ma weler nazied o jahinañ tud en un doare kriz, revel alies, e kampoù-bac'h, toulloù-bac'h pe c'hoazh fouzhlec'hioù. Istorioù damheñvel a gaver e darn eus ar filmoù-se : merc'hed bac'het, raloc'h a wezh reoù o labourat e fouzhlec'hioù nazi, a vez jahinet ha mac'hagnet pe lazhet en un doare gwadus (gore e saozneg).

Ar film brudetañ en doare-se a voe savet e Kanada : Ilsa, She Wolf of the SS a oa bet embannet e 1975[1]. Gwerzhet mat e voe betek dont da vezañ un heuliad filmoù. Ur wech gwelet e oa bet rastellet kalz arc'hant gant Ilsa evit ur priz sevel marc'had-mat e voe adkemeret an doare filmoù-se, en Italia dreist-holl. Daoust ma chome an heuliad filmoù Ilsa unan a zegase arc'hant, an degadoù all bet savet war ar patrom-se a voe c'hwitadennoù arc'hantel. Betek kreiz ar bloavezhioù 1980 e voe produet an doare filmoù-se a-raok mont da get.

Ar filmoù nazisploitation zo reoù gant aktourien dianav, hag ur voujedenn vihan. Klasket e vez bamañ an arvesterien gant merc'hed noazh, feulster gwadus hag aergelc'h an Eil Brezel-bed e-kostez an nazied SS. Tabut bras ao bet tro-dro d'ar filmoù-se, o klask daoust ha ne oant ket "bruderezh" evit an trede Reich.

Dyanne Thorne zo chomet brudet-mat evit bezañ an aktourez diazez en doare filmoù-se.

Reoù erotek peurliesañ e vez ar filmoù doare nazisploitation. Un nebeud filmoù pornografek zo bet savet war ar memes patrom met n'int ket lakaet en is-rann sinema-se.

Lennegezh israelat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un is-rann lennegel a vez liammet ouzh an nazisploitation. En Israel nemetken, er bloavezhioù 1960, ar Stalag fiction a oa levrioù-godell gwerzhet a-leizh. E-pad an nazi Adolf Eichmann e 1961 e oa kroget da ziwan. Kantadoù a viliadoù a levrioù eus al lennegezh-se a oa bet gwerzhet. Diazezet e oa darn anezho war batrom House of Dolls gant Ka-tzetnik 135633. Kontañ a ra istor ur plac'hig yuzev rediet da labourat evel gast er Joy Division (Bloc'h 24) kamp Auschwitz.

Listenn filmoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Naziploitation diazez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1969 : Love Camp 7
  • 1974 : Ilsa, la louve des SS, sevener Don Edmonds, gant Dyanne Thorne
  • 1974 : Portier de nuit
  • 1975 : Black Gestapo
  • 1976 : Salò ou les 120 Journées de Sodome, gant Pier Paolo Pasolini
  • 1976 : Des filles pour le bourreau
  • 1976 : Salon Kitty (Madame Kitty), gant Tinto Brass
  • 1976 : Horreurs nazies
  • 1977 : Holocauste nazi (Armes secrètes du IIIe Reich)
  • 1977 : Elsa : Fraulein SS
  • 1977 : Train spécial pour Hitler
  • 1977 : Hôtel du plaisir pour SS
  • 1977 : La bestia in calore
  • 1977 : La svastica nel ventre
  • 1977 : KZ9 lager di sterminio
  • 1978 : Le deportate della sezione speciale SS
  • 1978 : Le lunghe notti della Gestapo (Les Nuits rouges de la Gestapo)

Nazisploitation pornografek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1973 : Hitler's Harlot, gant Hy Del
  • 1974 : ', Hot Nazis gant Michael Bloomfield & Friends (film berr)[2]
  • 1978 : Bordel SS, gant José Bénazéraf
  • 1980 : Nazi Love Island (Prisoner of Paradise), gant Bob Chinn ha Gail Palmer[3]
  • 1982 : Stalag 69, gant Selrahc Detrevrep
  • 1995 : Le bambole del führer, gant Joe D'Amato

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. IMDb
  2. (en) Mike Bloomfield
  3. (en) Kerner, Aaron : Film and the Holocaust: New Perspectives on Dramas, Documentaries, and Experimental Films, CIPG, 2011 (ISBN 1-4411-2418-7)