Lu saoz
| Deiziad krouiñ | 1660 |
|---|---|
| Bro | Rouantelezh Saoz, Commonwealth Saoz |
| Bet erlec'hiet gant | British Army |
| Deiziad divodañ | 1707 |
Al lu saoz a oa tirlu Rouantelezh Bro-Saoz eus 1661 betek 1707. Savet e oa bet gant ar roue Charlez II goude an Adsavidigezh Stuart eus 1660 hag a oa bet o welet anezhañ o tizhout an tron saoz, hag ul lodenn eus an izili a oa soudarded kozh unvezioù rouelourien Charlez II en devoa savet pa oa en harlu e Bro-C'hall pe izili eus an New Model Army. AL lu saoz a oa bet an eil arme a-vicher eus ar Stad saoz goude an New Model Army, ha savet e oa bet memes amzer evit al lu Iwerzhonat hag Lu Bro-Skos.
Savet e oa gant soudarded troadegiezh, marc'hegerezh hag unvezioù kanolierezh, ha stourmet e oa bet ganti e brezelioù lies kement e Breizh-Veur hag en estrenvro, evel e-kerzh an eil ha Trede Brezel etre Bro-Saoz hag an Izelvroioù, Brezel an Nav Bloaz ha Brezel Hêrezh Spagn. Ar c'hentañ fuzuilherien-vor, hag a oa bet anvet goude-se ar Royal Marines, a oa bet savet el Lu saoz e 1664. E 1707, Bro-Saoz a oa bet kendeuzet gant Rouantelezh Bro-Skos goude sinadur an Akta a unvaniezh eusn 1707 a-benn sevel Rouantelezh Breizh-Veur, hag an tirlu saoz a oa bet kendeuzet gant al lu skos ha savet ar British Army.[1]