Mont d’an endalc’had

Laouenan troc'hanik

Eus Wikipedia
Laouenan troc'hanik‎

Ul laouenan troc'hanik
Enrollet e Bro-Skos


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Troglodytidae
Genad : Troglodytes
Anv skiantel
Troglodytes troglodytes
(Linnaeus, 1758)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Al laouenan troc'hanik[1] (liester : laouenaned troc'hanik)[2], pe laouenan[3] pe laouenanig[3] hepmuiken, pe draouennig vihan[4], zo brudet da vout unan eus evned bihanañ Breizh, met n'eo ket an hini bihanañ-holl avat.

Troglodytes troglodytes eo e anv skiantel, met anvet e voe Motacilla Troglodytes (kentanv) da gentañ-penn (e 1758)[5] gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778).

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre fazi e vez soñjet a-wechoù eo al laouenan evn bihanañ hor bro. Daoust dezhañ bezañ munut (war-dro 10 g e bouez) eo brasoc'h ha ponneroc'h eget an dreolan kabell aour hag an dreolan kabell flamm.

Pa zeu koulz an embarañ e sav ar par betek 10 neizh war e diriad, tost ouzh an douar ha kuzhet mat. Ma teu a-benn da zesachañ ur barez eo-hi an hini a zibabo unan eus an neizhoù.

Ar par laouenan ne ziskouez ket bezañ gwall zedennet gant e bloged. Klask a ra kentoc'h desachañ ur barez all.

Bevañ a ra diwar amprevaned ha divellkeineged all dreist-holl[6].

Annez hag isspesadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevañ a ra er c'hoadeier gleb hag er strouezhegi stank. Divroañ a ra al laouenaned a vev d'ar rannvedoù yenañ eus Eurazia hag eus Norzhamerika. Ar re all a chom er memes lec'h e-pad ar goañv.

Ar spesad a gaver an eizh isspesad warn-ugent[7] anezhañ :

  • T. t. neglectus, e kornôg menezioù Himalaya
  • T. t. nipalensis, e kreiz ha reter menezioù Himalaya
  • T. t. ogawae, e Yakushima ha Tanegashima (er-maez da greisteiz Japan)
  • T. t. pallescens, e Ledenez Kamtchatka hag Inizi ar C'homandour
  • T. t. subpallidus, eus biz Iran da greisteiz Ouzbekistan ha gwalarn Afghanistan
  • T. t. szetschuanus, e kornôg-kreiz Republik Pobl Sina
  • T. t. taivanus, e Republik Sina
  • T. t. talifuensis, e kreisteiz Republik Pobl Sina ha biz Myanmar
  • T. t. tianschanicus, eus biz Afghanistan da menezioù kreiz Azia
  • T. t. troglodytes, el lodenn vrasañ eus kevandir Europa
  • T. t. zetlandicus, en inizi Shetland


  • ██ Gouennañ, tremeniat en hañv
  • ██ Gouennañ, annezad a-hed ar bloaz
  • ██ Tremeniat er goañv
    • Un anv-tiegezh eo Laouenan e Breizh.
    • "Seder evel ul laouenan(ig)" a vez lavaret.
    • Son al Laouenan, dastumet gant Fañch an Uhel, zo bet kanet ha sonenrollet gant Loeiz Roparz.

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    Notennoù ha daveennoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2012, pajenn 1355b.
    2. Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
    3. 1 2 Pêrig Herbert, Anvioù laboused Europa, Hor Yezh niv. 206 p. 18
    4. Remon ar Porzh, Geriadur brezhoneg-saozneg, levrenn 2, p. 434, Mouladurioù Hor Yezh, 1989
    5. (en) AnimalBase.
    6. (en) Troglodytes troglodytes el lec'hienn HBW Alive: Handbook of the Birds of the World Alive.
    7. (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Troglodytes troglodytes.