Keginerezh Italia
| Iskevrennad eus | European cuisine, Mediterranean cuisine |
|---|---|
| Sevenadur | culture of Italy |
| Stad | Italia |
| Bro orin | Italia |
| Intangible cultural heritage status | Representative List of the Intangible Cultural Heritage of Humanity |
| Istor | History of Italian cuisine |

Keginerezh Italia eo an hollad aozennoù, meuzioù, rekipeoù ha teknikoù keginañ a gaver e ledenez Italia abaoe an henamzer. Stewet eo ar c'heginerezh kreizdouarat-se er bed a-bezh hiziv hon deiz, hag ar c'heginerezh gwellañ-deuet en Europa eo hervez un sontadeg e 2010[1], hag er bed hervez unan all e 2012[2],[3],[4],[5]. Brudet eo evit e eoul olivez, e geuzioù, e gilhevardon, ge bizzaioù, e doazennoù, e winoù, e frouezh hag e zibennoù-pred dreist-holl. En holl ez eus ouzhpenn 5300 produ italian.
Hollvrudet eo ar pizzeriaoù, ar pretioù a servij pizzaoù ha meuzioù italian all, dre ar bed a-bezh.
Un nebeud meuzioù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An eoul olivez zo un aozenn diazez e keginerezh Italia. Tomatez ha kalz legumaj all a gaver ivez, louzeier evel ar bazilik, ha safron implijet evel temz. Kalz hiliennoù zo ivez, evel ar pesto. Pinvidik eo an hevlezouriezh-se abalamour d'ar rannvroioù a ya d'ober Italia.
Un nebeud meuzioù brudet :
- ar bara
- ar panino, ur seurt sandwich
- ar pizza evel pizza giz Naplez
- ar polenta, yod maiz
- ar saladenn Caesar, ijinet gant un Italian er Stadoù-Unanet
- an trufenn, ur c'habell-touseg implijet er geginerezh
- morzhed-ho'ch Parma
- ar vmortadella, ur seurt saosison vras
- ar risotto, ur meuz graet gant riz
- ar skalopenn giz Milano
- an osso buco, ur geusteurenn kig-leue
- ar salami, ur saosison
- ar minestrone, etre ar soubenn hag ar geusteurenn legumaj
An toazennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'heuzioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar parmigiano Reggiano pe parmezan, un anvadur orin gwarezet (AOG) a zo gantañ
- ar mozzarella produet e Campania hag e Puglia
- ar burrata produet e Puglia
- ar gorgonzola
- ar ricotta
- an toma (Traoñienn Aosta, Piemonte, Lombardia, Basilicata ha Calabria)
An dibennoù-pred hag ar pasterezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar gelati, an diennoù-skorn
- ar panna cotta
- ar c'hcornetto, da lavaret eo ar gornegenn
- ar gwastilli :
- an tiramisu
- ar panettone, ur wastell Nedeleg
- ar berlingozzo, ur wastell debret da vare Meurlarjez
An evajoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Classement Sondage Cuisine Européenne 2010. La cuisine italienne, meilleure cuisine d'Europe ?.
- ↑ Classement Sondage Cuisine européenne 2012. Classement cuisine italienne en Europe.
- ↑ https://www.ouest-france.fr/leditiondusoir/data/47020/reader/reader.html#!preferred/1/package/47020/pub/68198/page/9/
- ↑ La gastronomie italienne maintient sa suprematie
- ↑ Pourquoi la cuisine italienne a tant de succès ?