Mont d’an endalc’had

Takad Surentez Boutin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Joint Security Area)
Takad Surentez Boutin
lec'hiadur douaroniel, border checkpoint
Rann eusNorth Korea–South Korea border Kemmañ
McCune–ReischauerKongdong Kyŏngbi Kuyŏk Kemmañ
Revised RomanizationGongdong Gyeongbi Guyeok Kemmañ
StadKorea ar Su, Republik Poblel ha Demokratel Korea Kemmañ
Lec'hTakad disoudardet Korea Kemmañ
Daveennoù douaroniel37°57′21″N 126°40′36″E Kemmañ
Map

An Joint Security Area (JSA, anvet ivez Truce Village pe Panmunjom) eo lodenn nemeti Takad disoudardet Korea (TDK) lec'h ma vez tal-ouzh-tal nerzhioù lu Norzh- ha Sukorea.[1][2] An JSA a zo implijet gant an div vro pa vez kendivizoù politikel ha, betek miz Meurzh 1991, e oa ivez al lec'h evit ar c'hendivizoù milourel etre Korea an Norzh ha Pennrenerezh ar Broadoù Unanet e Korea.

An JSA a zo bet lec'h meur a zarvoud pe gwallreuz abaoe ma oa bet savet e 1953. Ar c'hentañ hini a oa bet distro ar brizonidi vrezel ur wech paouezet gant ar stourmoù, dre ar Pont hep distro. E 2018, an Norzh hag ar Su a oa savet a-du da zizarmañ al lec'h diouzh ar minennoù, armoù ha postoù gward. Echuet e oa bet gant an obererezh d'ar 25 a viz Here 2018. Hiziv-an-deiz, an JSA a vez evezhiet gant 35 gward dizarmet nemetken[3][4]. Goude-se e oa bet choazet e vije ul lec'h touristel da gentañ[5][6]. D'ar 6 a viz Du 2018 e oa bet embannet gant Pennrenerezh ar Broadoù Unanet e Korea e vije fiziet an evezhiañ e gwarded eus an Norzh hag eus ar Su nemetken[7][8].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]