Mont d’an endalc’had

Eil kantved

Eus Wikipedia
101102103104105 106107108109110
111112113114115 116117118119120
121122123124125 126127128129130
131132133134135 136137138139140
141142143144145 146147148149150
151152153154155 156157158159160
161162163164165 166167168169170
171172173174175 176177178179180
181182183184185 186187188189190
191192193194195 196197198199200

D'ar 1 Genver 101 e krog an Eil kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 200.

  • Sevenadurezh Mogollon-Hohokam e mervent ar Stadoù-Unanet.
    • Bog kêriadenn Hohokam Snaketown, en Arizona, etre ar bloaz 1 betek 1200. En em astenn a ra kêr war ouzhpenn 120 ha. Mozaikennoù leurioù-ti, puñsoù, savennoù, c'hoarioù polotenn hag atalieroù poderezh.
  • Degaset an dremedal da Afrika roman e deroù ar c'hantved.
    • A-drugarez d'an dremedal e vez advevaet an darempredoù etre Afrika Zu ha Norzhafrika. Anavezout a reer tri strollad kantreerien a veve er Sahara da neuze : an dTouboued er reter, kostez Tibesti, an Douareged e-kreiz, e bro an Hoggar, hag ar Sanhadjaed er c'hornôg eus tu ar meurvor atlantel. Reoliek eo an darempredoù etre an Douareged ha Roma. Dizoloet ez eus bet traezoù a orin roman e-barzh bezioù kantreerien er Sahara.
  • Roudoù kristen a gaver e Kartago kerkent hag ar I kantved. Degaset eo bet ar relijion nevez gant misionerien eus ar reter a veze avielet ar c'humuniezhioù yuzev ganto. Kalz a feizidi nevez zo bet stummet ganto. E-tro kreiz an eil kantved eo prezegennerien deuet eus Italia a gemer lec'h Reteriz. A-benn dibenn ar c'hantved en em astenn levezon ar relijion gristen betek kêrioù Numidia. Kregiñ a ra an handeerezhioù kentañ e-tro 180.
  • Adal an Eil kantved e kroger da c'hounit gwiniegi hag olivezenned e Norzhafrika. Ed a c'hounezer ivez. Desavet e vez muioc'h-mui a gezeg, pennoù-saout, givri ha deñved ivez. Kalz a loened ferv a vez pourchaset da Roma evit c'hoarioù ar sirk..
  • Kregiñ a ra rouantelezh Aksoum da zont war-c'horre.
  • Tierniezh Pugyel e Tibet diouzh hengoun an Eil-IIIe kantved. Aozet eo ar gevredigezh dre glanioù renet gant aotrounez dizalc'h ha kevredet dre zimeziñ moarvat. Meneget eo Tibet gant bloazlevrioù Sina. Anvet eo "Tufan".

Ijinadennoù, Kavadennoù, degasadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]