Mont d’an endalc’had

Channel A

Eus Wikipedia
Logo ar chadenn skinwel su Korean Channel A

Channel A Corporation (Hangul: 주식회사 채널에이; hanja: 株式會社 채널에이), anavezet dindan an anv Channel A (Hangul: 채널A, Chadenn A ), a vez ur chadenn skinwel broadel dre funwel ha programmoù skinwel e su Korea. Perc'hennet ez eo gant an embregerezh-meur kleweled Dong-A Media Group (DAMG) hag ar gazetenn pemdeziek Dong-a Ilbo . Lugan ar chadenn skinwel Channel A "Holding dreams like a canvas, Channel A" (Hangul: 꿈을 담는 캔버스, 채널A)

Ganet ez eo d'ar 1añ a viz kerzu bloavezh 2011[1].

Istor ar chadenn skinwel Channel A

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1963 - An Dong-a Ilbo a ro ganedigezh d'an Dong-A Broadcasting Station (Frekañs:AM 792 kHz Anv skignañ: HLKJ)
  • 1976 - DBS lun~meurzh abadenn Radio heulienn Pretty Boy a erru kentañ gant 97.3% a selaouerien o trec'hiñ krenn an MBC skigner broadel News 8, KBS Volume Up ha TBC FM war ar memes lajad amzer abdenniñ. Biken betek an deiz ha hiziv ne vezo un abadenn radio all o tizhout kement a selaouerien war ar memes prantad amzer.
  • 25 a viz kerzu 1980 - Lec'h skignañ Dong-A a zo serret dre urzh goude ma vije sevenet lezenn ar soudarded war ar skignerezh hag ar c'hleweled o welet ganedigezh KBS Radio 5.
  • 1989 - KBS Radio 5 a zo serret.
  • 1991 - Bann skignerezh Dong-A o vezañ 792 kHz a vez lakaet da vont etrezek hent ar programmiñ skignerezh Seouliat.
  • 22 gouere 2009 - Testenn lezenn war ar c'hleweled o tremen dirak ar bodad broadel evit direoliañ marc'had ar c'hleweled e Su Korea.
  • 31 a viz kerzu 2010 - JTBC, TV Chosun, MBN, ha Channel A a zo dibabet evel skignerien skinwel broadel dre funwel.
  • 1 a viz kerzu 2011 - Ar chadenn Channel A a grog da skignañ.

Programmadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Channel A (Skinwel adal ar bloavezh 2011 etrezek an deiz-ha-hiziv)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Bachelor's Vegetable Store
  • Goodbye Dear Wife
  • Ms Panda and Mr Hedgehog
  • Channel A Newsfire 940

Heuliennoù Drama

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Heaven's Garden (Kerzu 3, 2011 - Meurzh 11, 2012)
  • Color of Woman (Kerzu 5, 2011 - C'hwevrer 7, 2012)
  • Happy and (Kerzu 5, 2011 - Meurzh 31, 2012)
  • Bachelor's Vegetable Store (Kerzu 21, 2011 - Meurzh 8, 2012)
  • Immortal Classic (Meurzh 17 - Mae 20, 2012)
  • K-POP - The Ultimate Audition (Meurzh 19 - Mae 1, 2012)
  • Goodbye Dear Wife (Mae 7 - Gouere 10, 2012)
  • Ms Panda and Mr Hedgehog (Eost 18 - Here 7, 2012)

Skignerezh Dong-a war radio (Radio 1963~1980)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • DBS Headlines 7
  • DBS News Morning 8
  • News 1410
  • DBS Sports News
  • DBS Report

Enoriadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a briz a zo bet gounezet gant ar chadenn skinwel Channel A[2].

DeiziadProgrammRummad trec'hAbadenner
6/29/2012Diell-kelenn Digorit ho taoulagad davet AfrikaGwellañ programm ar miz (ebrel 2012)Bodad kleweled diaz Korea
7/25/2012Now, Time to See You AgainPriz an dalc'had naetLuskad an dalc'hadoù naet
9/6/2012Together, We Go FarPriz Nanum ar c'hazetenniñHyundai 1% bank an eoul-maen diazez
9/28/2012Now, Time to See You AgainPriz ar skignerezh evit an adunvaniñKevredigezh an 10 million a familhioù rannet
11/6/2012White Revelation, Greenland13vet KIPA priz ar gwellañ skeudenniñKevredigezh ar broduerezh dishual
11/14/2012Now, Time to See You AgainEnoret gant Ministrerezh an adunvaniñMinistrerezh an adunvaniñ
11/28/2012A Week in ChingmaGwellañ programm ar miz (gwengolo 2012)Bodad kleweled diaz Korea
11/21/2012X-File, The Food Story24vet priz ar c'hleveled nevezAkademiezh merañ ar greanterezh nevez
3/5/2013Diell-kelenn war kannadur Young-Jun KimPriz gwellañ enklask kazetenniñ ar miz (genver 2013)Kevredigezh kazetennerien Korea su
3/11/2013X-File, The Food StoryLizher trugarekaPennoù an aerlu su Korean
3/27/2013Exodus Out of North KoreaGwellañ programm ar miz (genver 2013)Bodad kleweled diaz Korea
4/9/2013Now, Time to See you AgainPriz Seo Jae-Pil evit ar c'hleweled sevenadurelBodad lidañ Seo Jae-Pil
10/21/2013X-File, The Food StoryLizher trugarekaMinistrerezh ar surentez hag ar mererezh foran
3/25/2014X-File, The Food StoryGwellañ programm ar mizBodad kleweled diaz Korea
4/13/2014Exodus Out of North KoreaPriz platin gouel WorldFest-Houston RemiGouel ar filmoù etrevroadel WorldFest-Houston
6/30/2014Exodus Out of North KoreaPriz gwellañ 2014 gant bodad kleweled KoreaBodad kleweled diaz Korea

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]