Mont d’an endalc’had

Ar Redadeg

Eus Wikipedia
Ar Redadeg
Ar Redadeg
Degouezh ar Redadeg e Plougerne (2018)
Krouidigezh Miz Mae 2008
Padelezh Mae 2008 - Bremañ
Doare Aozadur digorvo
Ger-stur Brezhoneg ha plijadur
Lec'h pennañ Morzhell, Il-ha-Gwilen, Breizh
Bro Breizh
Deiz-ha-bloaz Miz Mae
Anvioù all "Ar redadeg evit ar Brezhoneg"

"Ar redadeg a di da di"

Lec'hienn internet https://www.ar-redadeg.bzh/

Ar Redadeg zo ur redadeg a-eiladoù hir, war droad, noz-deiz e-pad meur a zevezh, aozet a-hed hag a-dreuz Breizh evit dastum arc'hant evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Bep eil bloaz e vez aozet en deizioù kentañ a Vae. Aozet eo gant ar gevredigezh Ar Redadeg, diazezet e Morzhell, e Bro-Roazhon.

Aozet e oa bet ar Redadeg kentañ e 2008, gant Diwan, evit lidañ he 30 vloaz. Savet eo war batrom Korrika Euskal Herria a zo bet krouet e 1980 hag a vez redet bremañ bep eil vloaz. Eno e vez redet war-dro 2 300 km dre an holl vroioù euskarek (Euskadi ha Nafarroa e Spagn, hag Iparralde e Bro-C'hall).

Doare ar Redadeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur redadeg a-eiladoù eo, war-dro 9 km a vez redet bep eurvezh. Pep kilometr a vez redet gant un den er penn a-raok o tougen ur vazh-test kizellet e koad, ha neb a gar war e lerc'h. Evit dougen ar vazh-test war-hed ur c'hilometr eo ret paeañ ur sammad, etre 100 ha 1000 euro hervez e statud (den prevez, strollegezh lec'hel, kevredigezh, politkour, embregerezh...). Er c'hêrioù hag er c'hêriadennoù treuzet e vez aozet un degemer d'an arvesterien ha d'ar rederien, predoù, sonadegoù.

Ar vazh-test

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar vazh-test zo ur vazhig koad kizellet ha kinklet gant seizennoù, enni ur barzhoneg pe un destenn komz-plaen hag a vez lennet el lec'h-degouezh. Arouez ar brezhoneg douget a zorn da zorn (hag "a di da di" hervez al lugan pennañ) eo.

Bep eil bloaz e cheñch hentad ar Redadeg, evel ar c'humunioù loc'hañ ha degouezhout. 600 km e rae ar Redadeg kentañ e 2008, hag ouzphenn 2 200 hiziv an deiz[1]. Ar c'hilometroù implijet gant ar Redadeg zo anvet "kilometroù KMR" gant an aozadur : kilometroù teorikel int, kar n'int ket 1000 metr rik bep tro.

Bloaz Deiziadoù Niver a gilometroù teorikel Loc'hañ Degouezh
2008 30/04 - 03/05 600 Naoned Karaez
2010 10/05 - 15/05 1200 Roazhon Pondi
2012 12/05 - 19/05 1500 Brest Douarnenez
2014 24/05 - 31/05 1500 Montroulez Groñvel
2016 29/04 - 07/05 1700 Sant-Ervlan Lokoal-Mendon
2018 04/05 - 12/05 1800 Kemper Plougerne
2021[2] 21/05 - 29/05 2020 Karaez Gwengamp
2022 20/05 - 28/05 2022 Gwitreg Gwened
2024 17/05 - 25/05 2222 Beg ar Raz Montroulez
2026 08/05 - 16/05 2226 Lannuon Naoned

Kanaouennoù ofisiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Galvet e vez arzourien da ginnig kanaouennoù. Unan ofisiel a vez dibabet evit pep Redadeg.

BloazTitlArzour(ien) Evezhiadenn
2008RedadegEV Kempennet e oa bet gant EV ur ganaouenn gozh, Redadeg (selaou war YouTube)
2010Ar RedadegDavid Ar Gall / Skolaj Diwan Gwened Selaou war Kaouenn.net
2012Foeter BreizhDom Duff
2014AlambadegAlambig Elektrik Selaou war YouTube
2016Huch 'ta ! RedadegAdaozik ha bugale Skolaj Diwan Gwened[3] Selaou war YouTube
2018Betek an trec'hPenn Salsardin[4] Selaou war YouTube
2020/1 Deus 'ta mignon Lies Selaou war YouTube
2022 Redadeg 2022 Enora de Parscau Selaou war YouTube
2024 Redek a ran Kaolila & El Maout Selaou war YouTube
2026 Poent eo ! Plouz&Foen, Nolwenn Korbell Selaou war YouTube

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. An hentoù abaoe 2008, war lec'hienn ar Redadeg (lennet d'an 08/05/2026)
  2. Pellaet e oa bet ar Redadeg 2020 ur bloaz war-lerc'h abalamour d'ar reuziad Covid-19.
  3. 1/12/2015 Lec'hienn ofisiel ar Redadeg "Kanaouenn ofisiel hag ur flashmob e Gwened
  4. Lec'hienn ofisiel ar Redadeg Kanaouenn ofisiel 2018